Deux petites chansons avec des poissons, une en français et une en breton pour ce mois d’avril !!

 

 

 

LES PETITS POISSONS DANS L’EAU (cliquez ici pour le texte et coloriage)

 

PESKIG ARC’HANT

Peskig arc’hant, peskig glas,
O neuiñ ’barzh ar mor bras,
Lavar din ’pelec’h out bet
Ha petra ’peus gwelet ?

Me am eus graet tro ar bed
’N ur c’hoari gant ar stered
A gustum sellet en dour
Evel en ur melezour.

Foñs ar mor a zo livet
Gant kaerañ livioù krouet.
Ar bezhin eo hor bleunioù
Ar c’hregin hor bravigoù                                   .

Peskig, me ’yelo ganez
Da dañva da levenez.

Ebatal mintin ha noz
’Dle bezañ ur baradoz.

Faziañ a rez, bugel,
Du-mañ ivez ez eus brezel.
Ar re vihan gant ar re vras
Zo bet lonket a-viskoazh.

Jean-Luc ROUDAUT