Ar bisig kollet

Chant Kan ar Bobl : Ar bloavezh mat !

Setu ar ganaouenn a vo kanet gant ar skolidi evit ar c’honkour Kan ar Bobl.

D’ar Sul 10 a viz Meurzh e vo, e Kawan. An holl skolidi zo pedet da zont da gonkouriñ evit o c’hlas !

Voici la chanson qui sera interprétée pour le concours scolaire du Kan ar Bobl.

Nous nous retrouverons le dimanche 10 mars à Cavan pour concourir. La présence de tous les élèves est vivement souhaitée !

Haut les tours ! / Savit ho tour !

Ar re vihan hag ar re vras a oa mesket e-pad un eurvezh evit c’hoari asambles da sevel tourioù. Ret ‘oa d’ar skilpailhoù klask sevel an tour uhelañ gant boestoù kartoñs. Setu kroget ar bloavezh skol gant an UGSEL hag ar sport ivez. Plijadur zo bet !

Les petits et les grands se sont retrouvés pour jouer ensemble à Haut les tours, dans le cadre de la rentrée sportive avec l’UGSEL. Un succès !

Ur ganaouenn

Marzhin ar furlukin

 

Du, du, du va blev a zo du.

Ruz, ruz, ruz va fri a zo ruz.

Melen, melen, melen va chupenn a zo melen.

Glas, glas, glas va roched zo glas.

Gwer, gwer, gwer va bragoù a zo gwer.

Mouk, mouk, mouk va loeroù zo mouk.

Gwenn, gwenn, gwenn va botoù zo gwenn.

 

Lavarit din ta bugale :

«  Ha piv on me ? »

Marzhin ar furlukin.

 

Mona Jaouen